...Forum de joueurs et joueuses d'aventures de figurines historiques et fantastiques et de wargames, en Bretagne et ailleurs.

Vous n'êtes pas connecté. Connectez-vous ou enregistrez-vous

Staj dre soubidigezh en istor-bev

Aller en bas  Message [Page 1 sur 1]

1Staj dre soubidigezh en istor-bev Empty Staj dre soubidigezh en istor-bev Mer 27 Mai 2020 - 16:38

Ehouarn

Ehouarn

Un stage en immersion est proposé en breton dans un contexte de reconstitution médiévale (XIVème siècle) à Pont-Croix les 27 et 28 juin prochains.
Niveau de Breton A2 minimum selon le cadre européen de compétence des langues.

Je me suis inscrit Staj dre soubidigezh en istor-bev 198287

Je n'ai pas trouvé de lien sur le web, voici ce que dit le doc PDF que je peux transmettre par messagerie.

Petra ?
- Un dibenn-sizhun o pleustriñ hag o kaout skiant-prennet war istor-bev ar XIVvet kantved, e brezhoneg penn-da-benn.
- Evit deskiñ an teknikoù, an istor hag ar c'heriaoueg koz liammet gant ar vuhez e bro ar C'hab e-kreiz ar XIVvet kantved.
- Pleustret e vo en ur sevel un ti, fardañ boued,... en ur studiañ istor ar grennamzer har arkeologiezh, evel just !


Pelec'h ?
- E-barzh ur geriadenn adsavet e Ponte-Kroaz (29) e-kichen ar ger kozh. Kroget et oa bet tri bloaz zo ar raktres da sevel ur geriadenn liammet gant an arkeologiezh. An holl savadurioù a vez kavet diwar awen al lec'hioù kozh a vez kavet nebell.
- Istourion hag arkeologourion a sikour deomp a-benn adsevel ur geriadenn a zo an tostañ deus ur geriadenn eus bro ar C'hab da vare brezel hêrezh Breizh.
- Forn, govel, tier, tour, parkeier... an holl savadurioù zo prest evidout !


Gant piv ?
- Ur skipailh plijus ha kalonek, evel just! Gant brezhonegerien ha brezhonegerezed hepken.
- Evit ar yezh: Myrzinn Boucher-Durand, dañvez-doktor en Harvard.
- Per-Vari Kerloc'h, brezhoneger amparteus ar C'hab.
- E-keñver an istor: Kentigwern Jaouen: Master war Istor ar grennamzer en UBO ha klaskour war an istor.
- Loig Iestin: aotregezh war an istor ha prezidant ur gevredigezh istor-bev.
- Valentin Munoz: aotregezh war an istor ha arkeologour-skiant-prennet.

Penaos ?
- Etre ar Sadorn 27 a viz Even diouzh ar mintin hag ar sul 28 da noz (gallout a reer dont d'ar gwener da noz).
- Daou zoare soubidigezh, e-pad daou zevezh, soubidigezh er XIVvet kantvet hag e brezhoneg. Pep tra a vo graet dre ar brezhoneg. E-pad an dibenn-sizhun e vo pourvezet an dilhad hag an dafar a vo ezhomm bevañ er XIVvet kanvet. Ar pal a zo kaout un tañva eus ar vuhez er grennamzer ha komz brezhoneg.
- Prezegennoù, pourmenadennoù, atalieroù disheñvel e vo, diwar-benn an istor hag ar skiant-prennet anezhi: fardañ bara,
troc'hañ keuneud, govelat, sevel ur voger...



Dernière édition par Ehouarn le Mer 27 Mai 2020 - 16:54, édité 1 fois


_________________
A vaincre sans péril, on triomphe sans gloire !
http://www.biodanza56.fr

2Staj dre soubidigezh en istor-bev Empty Re: Staj dre soubidigezh en istor-bev Mer 27 Mai 2020 - 16:41

Ehouarn

Ehouarn

Program ha traoù pratik

Sadorn:
9h Erruout war ar lec'h
10h degemer - reiñ an dilhad
10h30 Ur brezegenn diwar-benn an dilhad
11h pourmenadenn e Ponte-kroaz hag er gêriadenn
12h merenn
13h30 atalerioù diwar-benn ar vuhez pemdeziek, bara, govelaat... gant strolladoù bihan.
17h fin an atalieroù, prezegenn diwar-benn ar yec'hederezh
18h fin an deiz
19h-0h fest-noz

Sul:
9h dihuniñ
10h atalieroù, forn
12h merenn
13h30 atalieroù diwar-benn ar brezel
17h fin ar staj


_________________
A vaincre sans péril, on triomphe sans gloire !
http://www.biodanza56.fr

3Staj dre soubidigezh en istor-bev Empty Re: Staj dre soubidigezh en istor-bev Mer 27 Mai 2020 - 16:49

Ehouarn

Ehouarn

Evit piv ?
- Evit an dud deuet ha gant ul live A2 e Brezhoneg da nebeutañ.
- Ne vo ket degemeret na krennard na bugel, dre ma ne c'hallont ket bezan asurañset ganeomp.
- Bezit sur ez oc'h yac'h a-walc'h, glav a c'hall ober, ha na vezit ket direnket gant ar sport, fiñvet e vo.
- Studierien, stummerien, labourerien, an holl a zo sot gant ar brezhoneg pe an istor a vo degemeret mat amañ !

Lakaat e anv
- Dre bostel : pontekroaz2020@outlook.fr
- Prizioù :200e (bod ha boued) + 50e evit un deltenn hiniennel
- Prizioù dousoc'h evit an dud dilabour hag ar studierien.


_________________
A vaincre sans péril, on triomphe sans gloire !
http://www.biodanza56.fr

Revenir en haut  Message [Page 1 sur 1]

Permission de ce forum:
Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum